Pimkalet ha Pimtener


de ,

An daou bomper eus Breizh,
Pimkalet ha Pimtener,
ne sellont ket
ouzh ar vicher gant ar memes mod.

Piv ‘vo ar gwir haroz, a-benn ar fin ?

Traduction : Les deux pompiers de Bretagne, Pompidur et Pompidou, ne voient pas le métier de la même façon. Qui sera finalement le vrai héros ?

lucie
Skrid-buhez Loupiote :
Oberourez ha skeudennaouerez freelance, bet ganet en Draguignan e 1995, e oa bet stummet Lucie Francisque, lesanv Loupiote, e skol uhel an arzoù grafek Axe Sud en Marseille, e-lec’h m’he deus studiet ar skeudennadur niverel hag ar bannoù-treset. Bet he deus un diplom neuzier dezainer grafek enni ha savet ganti ar c’hoant chom biken hep tresañ. Ouzhpenn urzhiadoù a bep seurt, e labour Loupiote en daouad gant Fañch war un heuliad mod Breizh pe he-unan war he raktresoù bannoù-treset.

fanch
Skrid-buhez Fañch :
Fañch Rebours zo bet ganet en Pempoull e 1972. Emañ o vevañ, labourat ha divizout eus e vuhez e Breizh. Soner eo, dilennad lec’hel, stourmer politikel ha sevenadurel, ha kelenner er skolioù divyezhek abaoe 17 bloaz.
Skrivet en deus levrioù evit an oadourien bet embannet ti Astoure, La gidouille ha Skol Vreizh (levrioù-polis, romantoù, komediennoù, teskadoù danevelloù). Skrivañ a ra ivez romantoù mor evit ar grennarded embannet ti TES.
E chadenn sketchoù e brezhoneg evit ar re vihan a ra berzh war youtube.

PIMKALET_HA_PIMTENER_MAQUETTE [Page 9]

Prix: 10 €