An aerouant ruz, danevelloù Treger ha Goelo


de , , , , , , , , , , , , , , , , ,

A-viskoazh eo bet Bro-Dreger ha Bro-Oelo douar barzhed ha marvailherien o tispenn roudoù an Uhel, ar Braz ha kement zo bet d’o heul evel Añjela Duval ha meur a hini all tre betek hiziw. Setu e vo kavet amañ, neket sonioù na marvailhoù a c’hiz kozh, mod gwechall-gozh, mes danevelloù eus an amzer-vremañ hag eus bloaz o ren zoken. Betek gwerzioù Denez, danevelloù war gan, neketa ! Triwec’h den o deus savet un danevell ha hiniennoù anezhe ouzhpenn unan, darn anavezet-kaer pe abaoe pell zo evit skrivañ e brezhoneg, lod all o kregiñ gant ar vicher skrivagner. Kozh ha yaouank a gaver kement-ha-kement en dastumad. Tud a bep korn eus Treger Vras, Treger Vihan, eus Goelo ivez, bet ganet ha maget eno pe deuet da chom di ha degaset gante livioù all d’ar brezhoneg skrivet, kement ha kemmeskañ e-skeud pividikaat hon lennegezh.

Danevelloù Treger ha Goelo

Rakskrid Francis Favereau
gant :
Pierre-Yves Arzul
Marcel Diouris
Frañsez Favereau
Yann Gerven
Daniel Giraudon
Romain Grouazel-Krauss
Guy Kerherve
Gireg Konan
Pascal Lintanff
Jerôme Olivry
Fañch Peru
Jef Philippe
Denez Prigent
Fañch Rebours
Serj Richard
Fulup Saouzanet
Louis-Jacques Suignard
Alan Tudoret

Golo gant Blÿnt

Prix: 10 €