Mallozh Ruz !


de ,

Breur ha c’hoar eo Dino ha Bruna. Barradoù imor spontus a zeu d’ar plac’h bep miz, avat. Ha hi d’en em vac’hañ en he c’hambr seul daol.
Un den-bleiz zo anezhi, sur eo ha n’eo ket marteze ! Sed ar pezh a soñj d’he breur Dino atav.
Anne-Gaëlle Morizur & Florence Dollé Ha spontet-mik eo goude diskoachañ bragoù bihan gwadet-tout e-mesk ar c’houez : ha graet
he deus Bruna he stal d’unan bennak ?

Dino et Bruna sont frères et sœurs. Tous les mois, Bruna est d’une humeur massacrante et s’enferme dans sa chambre. Pour Dino, c’est sûr, elle se transforme en loup-garou… Un jour, il découvre une culotte ensanglantée dans le panier à linge.
Ses soupçons se confirment : le loup-garou Bruna a agressé quelqu’un.

masoeur loupgarou_BRETON [Page 6]

masoeur loupgarou_BRETON [Page 21]

Da heul Tintin zo barvek he divgazel (Emb. Goater, 2020), setu deuet ur fablenn nevez gant Florence Dollé (tresadennoù) hag Anne-Gaëlle Morizur (istor).
An taol-mañ e kinnigont lakaat ar gaoz war amzerioù ar merc’hed, diouzh o fantazi bepred, war un ton farsus ha karantezus, gant ar soñj reiñ tro d’ar re vras ha d’ar re vunut da flapiñ a-zivout traoù arvuhez wir.

Après leur premier album «Tata a de la barbe sous les bras» (Ed. Goater 2020), le duo Florence Dollé (illustrations) & Anne-Gaëlle Morizur (texte) frappe encore ! En traitant le sujet du syndrome prémenstruel de manière fantastique, les deux autrices en livrent un regard attendrissant et décalé, toujours dans l’idée de susciter le débat et la discussion avec les enfants comme les adultes.
Traduit en breton par Skol an Emsav.

Lakaet eo bet an istor-mañ e brezhoneg gant stajidi Skol an Emsav e Roazhon, gant harp o c’helennerien, da-geñver o stummadur da zeskiñ brezhoneg e-korf 9 miz.
Ar stajidi : Virginie Abriol, Amandine Chauvier, Ewen Corre, Valentin Delaunay, No Heliaz Dubois, Séverine Even, Maelig Gallou, Noémie Gardien, Léa Hautot, Maiwenn Jouan, Nolwenn Lemasson, Guillaume L’Epinguen, Margot Louarn, Edern Ollivier-Jégat, Alexandra Perrois-Jaloux, Morgan Robert, Caroline Rubens, Lisa Sampoil, Maxime Viaud

Ar stummerien : Emmanuelle Siohan, Djibril Aatif, Gwenael Dage
Evit mont da zeskiñ brezhoneg e Skol an Emsav : www.skolanemsav.bzh – 02 99 38 75 83

masoeur loupgarou_BRETON [Page 18]

Prix: 12 €